Kan broadel Ukraina

Kan broadel Ukraina

Riez Banniel Ukraina Ukraina
Anv orin Ще не вмерла Україна

Shche ne vmerla Ukrayina

Skrid Pavlo Chubynskyi
Bloaz 1862
Sonerezh Mykhailo Verbytskyi
Bloaz 1863

Ofisiel 15 Genver 1992 (sonerezh)[1]

6 Meurzh 2003 (pozioù)[2]


En e raok Kan broadel Republik Soviedel Ukrainat
Kentañ moulladenn ar c'han, er gazetenn Meta, Lviv, 1863

Kan broadel Ukraina, anavet dre e werzenn gentañ : Ще не вмерла України і слава, і воля Shche ne vmerla Ukrainy i slava, i volia ("Klod ha frankiz/youl Ukraina n'int ket marv c'hoazh") eo kan broadel Ukraina hag unan eus arouezioù ar Stad a-gevret gant he banniel.

Deveret eo ar pozioù eus gwerzenn gentañ ha diskan ar varzhoneg vroadelour Ще не вмерла Україна Shche ne vmerla Ukraina bet skrivet e 1862 gant an tudour ukrainat Pavlo Chubynskyi (1839-1884). Er bloaz 1863 e voe lakaet sonerezh da heul ar skrid gant ar beleg ha sonaozour Mykhailo Verbytskyi (1815-1870). Bloaz war-lerc'h e voe kanet war leurenn an Teatr Ukrainskoi Besidy e Lviv[3]

Kan broadel Republik Poblel Ukrania e oa bet e deroù an XXvet kantved, pa glaske Ukraina bezañ dizalc'h ha sevel ur Stad diwar diriadoù a oa en Aostria-Hungaria, en Impalaeriezh Rusia hag e Polonia. Kan broadel Republik Poblel Ukraina ar C'hornôg (1918-1919) e voe ivez, koulz ha hini ar rannvro anvet "Ukraina ar C'harpatoù" e Tchekoslovakia (1938-1939).

Goude an dizalc'hiezh diouzh URSS e 1991 e voe aozet ur genstrivadeg evit reiñ ur c'han broadel d'ar Stad nevez. Unan eus ar c'hanoù kinniget e voe За Україну Za Ukrainu "Evit Ukraina" gant ar skrivagner hag aktour Mykola Voronyi (1871-1938). D'ar 15 a viz Genver 1992 avat e voe diuzet Shche ne vmerla Ukraina ent-ofisiel gant ar Parlamant, ha Shche ne vmerla Ukrainy i slava, i volia a voe lakaet da gan broadel ofisiel d'ar 6 a viz Meurzh 2003.

  1. (uk) Про Державний гімн України | від 15.01.1992 № 2042-XII. Kavet : 03 Meu 24.
  2. (uk) Про Державний Гімн України | від 06.03.2003 № 602-IV. Kavet : 03 Meu 24.
  3. Bristow, 2006, p. 570.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search